Marv Eo Ma Mestrez Me am eus ur feunteun e-barzh kornig ma jardin Eno ma ven kavet diouzh an noz hag ar mintin Eno ma ven kavet atristet gant ar glac'har 'Soñjal 'barzh ma mestrez a zo aet d'an douar Marv eo ma mestrez, marv eo ma holl fiziañs Marv ma flijadur ha toud ma holl esperañs Biken 'm bije soñjet hag ar marv a teuje Da lemel diganin ma dous, ma c'harantez Deus poanioù ar bed-mañ, fuzulhioù ha sabrennoù Hastit, mar plij ganeoc'h finisañ din ma deizioù Hastit, mar plij ganeoc'h finisañ din ma buhez 'Vit ma'c'h in d'ar bed all war-lerc'h ma c'harantez C'hoarvez a ra ganin evel gant ur marc'hadour En deus ur vatimant da navigiñ war ar mor Graet ganti he beaj, erruet eo poz ar joa Ma doucho da Gernev ma ranko perisañ