Teir doenn c'hlas o leinoù ruz Ur groaz houarn en oabl ludu War lein an doenn uhelañ He c'hinvi gwer Laboused-mor o prederiañ War an amzer Ur skrevig-loued e benn stouet: Kroazazeuler En-dro din 'met sabat ha foar Repoz n'hellañ Ha dremmoù ruz ha dremmoù koar Palez ar boan Klemmoù. Klemmoù ha garm ha rec'h Anken ha nec'h Boudiged mistr o gouelioù gwenn A zeu a ya Mousc'hoarzhoù laouen war o dremm 'Klask hadañ joa 'Klask hadañ joa gant had ar Spi 'Klask hadañ Feiz, gant ar Garantez