War ballenn vlot ar c'hoad Mont a bazioù voulouz Azezañ ouzh ho troad Er brizhheol, en didrouz. Pell eus tabut an dud Selaou sarac'h ho teil... Ha flourañ a bep eil Gant va dorn ha va sell... A vouezh dous ho kervel A-bouez hoc'h anvioù-hud: Derv-gwenn. Koad kren Skav-gwrac'h. Faou-put Evor. Aozilh. Bezv-gwenn Va mil mignonez mut!...