War benn ar c'hleuz, 'us d'an toull-karr Ez eus ur blantennig dipar Bemdez 'tremenan 'rez dezhi Ha bemdez 'ran ur sell outi Ned eo nemet ur rozenn-gi Un drezenn-amgroaz en he bleuñv E-touez ar spern, war lein ar c'hleuz Nag eo espar e-touez ar strouezh Ha blizidik! Va rozenn-ouez Zo gwisket 'vel ur Rouanez Kurunenn aour ha brozh seiz roz Diamantet gant ar gliz-noz O lintrañ en Heol beureel Hogozig ken koant hag an Ael Siwazh eo kened berrbadel Kurunenn aour ha brozh seiz roz Diamantet gant ar gliz-noz O lintrañ en Heol beureel Hogozig ken koant hag an Ael Siwazh eo kened berrbadel Un deiz hepken 'chom pep rozenn Digor he dremm d'ar sklêrijenn An Heol a domm he c'halonenn Flouret 'vez gant ar valafenn Ha broudet gant ar wenanenn Ha 'benn ma vo an Heol kuzhet He brozh seiz roz a vo gweñvet Hag he c'hurunenn aour teuzet Echu 'vo d'ar Rozenn-amgroaz Met un all 'digoro arc'hoazh