Kishore Kumar Hits

Annie Ebrel - Karantez-vro lyrics

Artist: Annie Ebrel

album: Lellig


E korn ma c'halon zo ur gleizenn
'Baoe ma yaouankiz he dougan
Rak siwazh, an hini a garen
Na gare ket 'r pezh a garan
Eñ na gare nemet ar c'hêrio
Ar morioù don, ar Broioù pell
Ha me na garen nemet ar maezio
Maezioù ken kaer ma Breizh-Izel
Ret 'voe dibab 'tre div garantez
Karantez-vro, karantez den
D'am bro am eus gouestlet va buhez
Ha lez't da vont 'n hini 'garen
Biskoazh abaoe n'am eus eñ gwelet
Biskoazh klevet keloù outa
Ar gleizhenn em c'halon zo chomet
Pa ne gare ket 'r pezh a garan
Pep den a gle heuilh e Donkadur
Honnezh eo lezenn ar Bed-ma
Gwasket 'voe ma c'halon a-dra-sur
Met 'gare ket 'r pezh a garan
Dezhañ pinvidigezh, enorio
Din-me paourentez ha dispriz
Met 'drokfen ket evit teñzorio
Va Bro, va Yezh ha va Frankiz

Поcмотреть все песни артиста

Other albums by the artist

Similar artists