Me zo ganet diouzh ar mintin Pa darzh an Heol war Runivin Pa gan ar mesaer er prad Pa gan ar pinterig er c'hoad Pa sav en aer an alc'hweder Da ganan e gantik da ganañ Me zo ganet da c'houlz ar bleuñv Pa vez ul liorzh war bep kleuz Trompilhoù aour er prajeier Ha bleuñv spern-gwenn leizh ar girzhier Kentañ mousc'hoarzh em oa me graet A oa d'un tro-heol arc'hantet Pa renkin kuitaat ar Bed-mañ Marteze vo d'an nevez-hañv Marteze 'vo en va zi plouz E maezioù Breizh sioul ha didrouz Pa guzho 'n Heol a-dreñv ar roz Ha pa gano an eostig noz Klaskit er prad trompilhoù-aour D'ober ur boked d'ar barzh paour Klaskit er c'harzh bleunioù spern-gwenn D'ober d'ar barzh ur gurunenn Hag en ivinenn 'us d'am bez An eostig 'gano d'abardaez