- Heol! Perak out ken diwezhat o tiblouz? Ha perak eo ken ruz da lagad? Ha bet ac'h eus en noz-mañ ur gwall-hunvre, en deus Graet dit leñvañ dre da hun? - Na hun na hunvre, na fall na mat Beilhet em eus an noz-pad... Tra ma kouske ar c'hornôg dibled war ludu louet e lore Me 'm eus graet tro an Douar Heol! Ha petra feus gwelet war da roud? Ha gwelet am eus tud o vervel gant an naon Gwelet 'm eus tud o vervel gant ar riv Gwelet tud o vervel gant an dic'hoanag Gwelet am eus tud o lazhañ tud, breudeur o'n em dagañ Gwelet 'm eus pobloù mac'het Gwelet ur penntiern meur o kouezhañ dindan boled ur foll Gwelet forzh tud o leñvañ: Ha chomet on bepred digas... Gwelet 'm eus, avat, tud o c'hoarzhin goap ouzh ar re Er boan, ouzh ar re zo en dienez Ouzh ar re zo dindan ar yev Ha neuze am eus ranket leñvañ, Ma 'z eo ruz c'hoazh va lagad - Heol! Sec'h bremañ da zaeroù! Mor-Breizh, emberr, a vo dous D'az lagad ruz hag entanet...