Kishore Kumar Hits

Krismenn - Dont a reont 'darre lyrics

Artist: Krismenn

album: S'habituer à l'obscurité - 'N om gustumiñ deus an deñvalijenn


Laket neuint ac'hanon da vale war ur parkad holen
Petra eo ar c'hoari-se? ne Ouian ket ar reolenn
Ne Vin ket leusket da gousket
Ne Ouian ket pegeit e pado
Met ret e vo din chom bev
Kousto pe gousto
Teir eur beure, tostaat a reont
Deuit, eta, din hay, kozh chas an ifern
Goulaouenn ebet, n'am eus ket aon
Kar pell emaint evit poent
Poent eo din kar emaint o tont da gerc'hat ac'hanon
Met ne ouian ket da belec'h e vin kaset
Petra a faota dezhe? Lârit din-me! Daoust-hag-eñ on mezv
Pe o kousket c'hwek?
Petra a (d)teuin da vezañ? Petra am eus graet dezhe?
Piv a harzo anezhe?
A-benn monet dioute e vo ret din mont pell alemañ
Met n'eo ket toullet ma hent
Ret e vo din tec'hel kuit e-keit ha ma chomin bev
Ha gant ma ivinoù e vo ret din toullañ ma bez
Me a ouie a-walc'h e vefent deuet adarre
Da glask mougañ ac'hanon mare pe vare
Daou zen war droad ha c'hwec'h war varc'h
Kignat ma c'horf ha ma c'hroc'hen, cheñch plas d'am eskern
N'eus den ebet, den kap da lâret, ma ec'h on bev c'hoazh pe
Ma ec'h on marv
Soudarded an noz, chomit pell diouzhin, kar pa (z)tivunin e
Vin gouest d'ho lazhañ
N'eo ket arri ar fin, n'on ket marvet, met trawalc'h eo din gant
An dra-se
Harz ebet ken, ne c'hallan ket ken, met chom a rin mut a
Flac'had da flac'had
Dont a reont din ha neuint ket lâret din evit peseurt rezon
E-Keit ha ma ne vo ket lazhet an tan gant ma c'hwezenn
E vo ret din anduriñ o zaolioù treid hag o lezenn
N'on ket yac'h ken ha neuint ket bet o gwalc'h
Ne ouian ket abalamour da betra ec'h on bet dalc'het
Ne ouian ket pegeit a zo ec'h on bet bac'het
Goull a reont adarre na vefe ket nac'het
Gwelloc'h e vefe bet din bout lazhet
Kar sur eo bremañ ne vin ket dizalc'het
Ma n'em eus ket c'hoant da vezañ krignet gant o saout lart
E vo ret din debriñ razhed
Krog on da grenañ, koll a ran ma skiant, dont a ra berr ma alan
Orjal pik tro-dro d'am skevent, sachañ a ran warni,
Koll a ran ma spered
Nadozioù an horolaj e-barzh ma bruched
Huchal a ran gant an esperañs da vezañ klevet
Deus ma ene ne choma ket nemet bruzun o c'hortoz
Na vefe an deiz digoret
Tout ma izili mesket ha divesket, an darn vrasañ
Anezhe a zo bet tennet
D'anduriñ seurt-se, nann sur, me n'on ket bet desket
Kerzh da c'hoût beket pegoulz e c'hallin monet
Da harzañ ac'hanon-me da zivuniñ:
Kroc'hen ma daoulagad a zo bet speget
Hag evel ma ne vije ket trawalc'h, da harzañ ac'hanon da zibuniñ:
Ma zeod a zo bet troc'het
Met gallout a reont ober ar pezh a garont
Bev on c'hoazh ha ne vin ket diskaret
Ya, gallout a reont ober ar pezh a garont
Bev on c'hoazh ha ne vin ket diskaret
Deus ma bouzelloù em eus tennet ur re sizailhoù
Ha war ma c'horf n'eus ket roud ebet ken, koulz lâret,
Bremañ n'em meus ket soñj e peseurt mod on bet jahinet
Gallout a rin tremen an devezh ha gortoz ma teufent adarre

Поcмотреть все песни артиста

Other albums by the artist

Similar artists