Aesoc'h e vefe bet deomp mont war-eeun ha pas monet war-gil A-Benn ar fin ec'h eomp dre hentoù leun a linad Pell deus trouz an tamboulinoù Ne Dremena ket an heol a-dreuz ar gwez pin Ar gwin a dapa plas ar morfin Naon memp c'hoazh pa vezomp leun Hom speredoù a c'houlla greun Choazet meump hom (p)flanedenn Kar ne c'houllemp ket chom e-barzh an deun Daou-ha-daou, unan-hag-unan N'omp ket deus ar re a glaska mont war-eeun Ha mac'h eo ret lakaat devezhioù leun Dont a rimp a-benn da vont beket penn ar (g)yeun Pep hani en deus e vod, en deus e vod da vezañ drol N'eus ket nemet an dud tort a zo kap da zerc'hel an taol Pa vezer taolet ha distaolet evel tud pennfollet Ne reer ket foutre ken da dremen evit tud kollet Piv eo ar re-mañ gant o reun war o fennoù? Graet e vez deusomp Paotred tralalaleno N'eus ket kalz a dra e-barzh hom malizennoù Pa ec'h arriomp en un tu bennaket e klever youc'hadennoù Ha da zonet war hom lerc'h, n'eus ket kalz tud a gav din Met mim ne reomp ket foutre kaer Kar ne reomp ket kalz a gaz ma ne faota ket deoc'h N'eus ket afer da vezañ kalz da gavout berr an amzer Hunvreoù merglet Tavarnioù serret Sec'hed ar seizh pec'hed Kalonoù disec'het Sklankerien daonet Kroc'hen marnaoniet O Klask kig evel loened Diaoulet Kavout a reomp gwelloc'h an traoù fall evit ar re neuint ket a vlaz Ober a reomp hom seizh gwellañ evit chom da serriñ an tachoù Deus hom langajoù ne choma ket nemet restachoù EVel bleizi arajet ec'h imp betek penn an dachenn Sot omp gant tout ar pezh a zo treñk ha gant tout ar pezh a zo kreñv Trinkañ a raimp d'ar rouz beure pelloc'h evit seizh buhez Warn-ugent deus reñk Pegeit a zo e reomp fae gant an drein a zo chomet abaoe Pell e-barzh hom zreid? N'eo ket an dra-se, na pouez ar mein a lako ac'hanomp Da blegañ hom c'hein Petra an diaoul a reomp amañ? Piv eta, en defe c'hoant da zont da chom e-barzh an toull-mañ? Tout an olifanted a skoach a-raok mougañ N'it ket da c'houll digante kontañ deoc'h o zourmant Den ebet na oar ar pezh a vanke deomp Yaouankiz kamm gant ar memes ezhomm Deuet omp da 'n om goll e-lec'h ma ec'h a kuit an holl Hom-unan pe a-stroll e (t)dremenomp evit tud foll Kousket er-maez pa vez yen, badaouet gant ar gwin Seurt traoù a zo bet c'hoarvezet ha ne lâran ket na c'hoarvezo ken Taolioù fall a vez sur e-barzh kreiz an holl blijadurioù E-Barzh ar vro pa 'n om lazha un den e vez lâret en Deus bet ur marv naturel Hunvreoù merglet Tavarnioù serret Sec'hed ar seizh pec'hed Kalonoù disec'het Sklankerien daonet Kroc'hen marnaoniet O Klask kig evel loened Diaoulet