Kishore Kumar Hits

Krismenn - P.A.L lyrics

Artist: Krismenn

album: S'habituer à l'obscurité - 'N om gustumiñ deus an deñvalijenn


Paotr al lambig on bet e-pad pell hag ec'h an war ma c'hemend-all
Dismantret em eus tout ma arc'hant oc'h evañ (s)jistr ha gwin ardant
Difoeltret em eus ma gwenneien, pezhioù arc'hant hag aour melen
Ne ouian ket ma vin lazhet gant ar gwin, met gant ar whisky kazi sur e vin
Pa ec'h an d'un davarn bennaket ne vezan ket gwelet gant ar merc'hed
Koant hardizh eo ar pikezet-se, me a garfe a-walc'h e vefent din-me
O anal a zistanfe ma fenn evel ar glizh war ar winienn (bis)
Leusk ac'hanon d'evañ p'am bez sec'hed, da zebriñ pa vezan marnaoniet
Ro arc'hant din pa vin arri kras, un doue bennak pa sono ma glaz
Ar vuhez a zo ur voutailhad pa vez lonket e vezer kollet mat
Met ma chom un dakenn odivi a galon vat en om veuzin enni

Поcмотреть все песни артиста

Other albums by the artist

Similar artists