Chom a raio kelien Lapoused torret ha laerien Ur vatailhon verien o varailhat Aet skuizh gant ar veleien Debrerien tud war hentoù mut O skoachañ an eil deus egile Klaskerien vara debrailhet O tibuniñ marvailhoù Chom a raio Amprevaned C'hwiled o tebriñ gwenneien Ne vo ket gwezenn ebet ken Ne Chomo ken nemet mein hag iliav Treiñ a raio ma zreid treitour War-zu ar rinieroù seizet Tremen a rin dreist dezhe War un orjalenn gammigellet Me ac'h aio beket ar c'hoad gwadigellet Da welet ma choma un dra bennaket da welet Eno e kavin ur vran o vrañsigellat Klask a raimp derc'hen soñj, derc'hen krog e-barzh Derc'hen da vont Chom a raio Koumoul biskoulet Toullet ha didoullet Koulmed skoulmet Gant ur skoulad skouled Un heureuchin houarnet O hurusañ e-barzh ur bed dic'houloù Ur c'heflusker dirod Oc'h en om veuziñ e-barzh ur pod Chom a raio An derzhienn A lako ac'hanomp da zerc'hen Daoust d'ar soñjoù peilhet hag eilpennet Daoust da dout ar pezh a zo bet difennet Chom a raio Ur bagad dridi dindan ma bizied o lenn braille da groc'hen Lorc'h a vo enne o nijal adarre Hejet ha dihejet E vimp plijet gant ar voemijenn Daoust d'an deñvalijenn Ne bozimp ket hom malizenn Klask a raimp derc'hen soñj, derc'hen krog e-barzh Derc'hen da vont