Selaou ma mouezh Serr da zaoulagad Ha lak dousik Da benn deus ma skoaz Pell e vimp deus amañ Pa savo an deiz c'hoazh a-benn warc'hoazh Leusk d'ober an didrouz Ha leusk anezhañ da vont ennout N'az Pez ket aon E-Lec'h mac'h eomp n'eus na brezel na glav Ezhomm az feus da gousket bremañ Treiñ a rez da sot pa vezez skuizh marv Dav eo dit leuskel Da gorfig war da lerc'h Kerzh war gein ar gaouenn Gwelet a ra sklaer en deñvalijenn Kerzh war gein ar gaouenn Kas a raio ac'hanout dreist d'an drez Dreist d'ar bleiz A-Benn warc'hoazh e teuio ar voualc'hig Abred Da ganañ dit ur son Da skoachañ ac'hanout e-barzh ar c'hoadoù don Dav eo dit leuskel Da gorfig war da lerc'h Kerzh war gein ar gaouenn Gwelet a ra sklaer en deñvalijenn