JAURÈS Da pemzek vloa' vezent korf poazh Hag echuent ar c'hentañ paz D'ober kerzu c'hae unnek miz du. Peseurt buhez 'vid hon zud-kozh Tre gwin-ardant hag ofer'nn-bred Divarc'het 'oant a-raok diwanet. Seul dei', pemzek eur korf sujet Suja d'ar fas liv al ludu. Ya aotroù den ya 'ta ma mestr Perak 'n'a-int diskaret Jaures Perak 'n'a-int diskaret Jaures. N'a'mp ket da lâret int bet sklavour Fed-aze lâret 'neu'-int bevet Pa luska 'n denkement dornet Eo start derc'hel maez ar skoselloù. Kouskoude ar spi a vleunie En hunvreoù e splanne selloù 'N nebeud teue da refuz Ruzal da vetek an oad dres. Ya aotroù den ya 'ta ma mestr Perak 'n'a-int diskaret Jaures Perak 'n'a-int diskaret Jaures. Ma dre droukchañs kaer kozh-bevent Oa de'he monet d'o'er brezel Oa de'he diso'ero er brezel. Ouzh bazhyev un tres sabrenner 'Hopal an ordr gant toul e veg 'Tigorint e park an euzhus O ugent vloa' pas c'hoazh ganet. Hag a varvent karget anken Leun a vizer, ya aotroù den Gol'et piz-logod, ya ma mestr Klaskit 'n ho soñj yaouankiz kaezh Nemet amzer skeudenn ar soñj E treuz anal ar huanadenn Perak 'n'a-int diskaret Jaurès Perak 'n'a-int diskaret Jaurès. Contributed by Sébastien Le Goff - 2009/1/27 - 10: 21